Stourm a-enep razh an droukziforc'hioù, setu pal Nijadell!
Setu ur sapre dae pa ouier eh eus 26 drougziforc’h dishañval anavet hervez al lezenn.
Setu neoazh ar pezh a glaska gober ar gevrediezh Nijadell, a zo bet krouet e 2024 en Oriant. Gaelle Ar Floc’h hag Alain An Dem a zo kenbrezidanted ar gevredigezh ha choejet o deus un anv dre vetaforenn evit skeudenniñ ar fed monet àr raok a-stroll, él ma ra ar meuriadoù evned.
Elodie Jaffré hag a zo kentoc’h brudet evit bout kanourez, a zo ivez ezelez ar gevredigezh. Emañ é vonet da laret deomp un tamm hiroc’h diàr Nijadell.
Kaset e oa bet an atzrsadenn get Aodren Trehin.
Foto: Elodie Jaffré, ezelez, Gaelle Ar Floc'h, ken-brezidantez ha Lina Grandin, teñzorourez